Ti ar C’horneg hiziv : lec’h eskemm ha kejañ

Asambles gant ar gevredigezh « Terres d’Arrée – Bro an Are » hag ar CIVAM, en deus graet Ekomirdi Menez Are eus tachenn Ti ar C’horneg ul lec’h eskemm ha kejañ tro-dro d’ar vuhez war ar maez.

E-pad an hañv e kinnig animatourien ha tud a-youl vat Ekomirdi Menez Are a-gevret gant magerien « Terres d’Arrée – Bro an Are » ar « Gwenervezhioù peizant », amzerioù eskemm ha stalioù gouestlet d’ar staliañ ha d’ar vuhez war ar maez.

Da c’houzout peseurt abadennoù zo da zont, kit da welet an ajeñda !

 

Les commentaires sont fermés.