Istor un ti kouerien eus Menez Are

Prenet e voe Ti ar C’horneg, savet e 1702, gant Park Naturel Rannvroel an Arvorig, e 1969.

Er c’hontrol d’ar pezh zo bet graet e meur a di eus ar mare-se, bet cheñchet a-hed ar bloavezhioù, eo chomet Ti ar C’horneg gant e leur-zi bri, e brenecher gant stalafioù koad ha roudoù ar vuhez tud ha loened asambles.

Gant ar mod m’eo bet adsavet an annez-se eus an 18vet kantved, e c’heller spurmantiñ penaos e veve ur familh gouerien en o aes e Menez Are, e kalon bourk Sant Riwall.

Ar familh Korneg

Eureudet e voe Yvon Korneg hag Anna Broustal e 1688. Pemp bugel o doe, teir merc’h o chom bev. E 1702 e lakajont sevel er bourk un ti bras ma vevont e rez-an-douar gant o bugale, asambles gant teir buoc’h o chom e penn all an ti. Hep diazez eo an ti, graet e leur-zi gant pri.

Dre ar skalieroù diavaez dindan balet e pigner d’an estaj hag a zo ul lojeris all. Moarvat e veze implijet gant menec’h ar Releg a zeue da zastum gouel-Mikael o feurmourien.

Ur savadur dispar

Dre m’eo bras, dre ma ‘z eus un estaj, un apoteiz (pe ur c’huzh-taol, un astenn a-darzh) ha gant e doenn maen-glas eo disheñvel Ti ar C’horneg diouzh an tiez all d’ar poent-se e kreiz Penn ar Bed.

Daoust pegen mat e oa bet savet Ti ar C’horneg, disheñvel a-grenn diouzh an tiez all disteroc’h toet gant banal, e veve ar re Gorneg asambles gant tri loen. Betek kreiz an 19vet kantved e veze graet er mod-se peurvuiañ.

Tamm-ha-tamm e voe cheñchet an traoù, evel m’henn diskouez ti an aotrou Fagod, miliner Kêrc’hoad.

 

Les commentaires sont fermés.