Piv a genlabour gant an Ekomirdi

FEMS

Ezel eo Ekomirdi Menez Are eus « Kevredad an Ekomirdioù hag ar Mirdioù Kevredigezh ».

logo_civam

CIVAM Penn ar Bed (Kreizenn an Oberennoù a gas war-raok al Labour-douar hag ar Vuhez war ar maez) a zo a-du gant talvoudegezhioù an Ekomirdi hag embann a ra anezho :
Ul labour-douar o servij ar beizanted hag ar vevezerien, modoù produiñ marc’had-mat, ingal, reizh, doujus ouzh an natur, o terc’hel an dud war o ziegezh, un doare keodedel da sellet ouzh maezioù ar Bed.

Logo bro an are

Ar gevredigezh « Terrres d’Arrée – Bro an Are » a lak e- pleustr al « liammoù-tost » etre ar beizanted hag ar vevezerien hag ar modoù-padus da labourat an douar. Staliet eo bet gant produkterien ar gevredigezh ul lec’h-gwerzhañ e kreiz bourk Sant-Riwal. Kemer a reont perzh en dervezhennoù “ Gwener Peizant e Sant-Riwal”.

prommata_logo

Kannad ar gevredigezh « PROMMATA » (evit brudañ ar mekanikoù a-vremañ oc’h ober gant al loened). Savet e vez gant an Ekomirdi dervezhennoù stummañ evit deskiñ ober gant al loened.

marque-finistereKannad merk « Tout commence en Finistère – Pep tra a grog e Penn ar Bed » eo an Ekomirdi.

passeport-culturel-finistere

Kemer a ra perzh an Ekomirdi e-barzh rouedad « Pasport Sevenadurel Penn ar Bed ». Gant hemañ e vez gwelloc’h marc’had ar mont-tre evit an dud a ya da welet meur a lec’h all en Departamant.

Les commentaires sont fermés.