Dindan kazel piv emañ an ekomirdi

logo_cg29_nb_vertical

Kuzul Departamant Penn ar Bed a zo perc’henn Ekomirdi Menez Are. Gantañ e-unan neuze eo bet paeet al labourioù kempenn ar savadurioù (ar milinoù, an tiez, an toennoù…). Emañ bepred o kempenn glad an ekomirdi, ar savadurioù war an daou lec’h : milinoù Kêrc’hoad ha Ti ar C’horneg. Gant Kuzul Departamant Penn ar Bed eo bet roet lañs en-dro d’an ekomirdi e 2011 en ur lakaat war ar stern al labour evit sevel Raktres Skiantel ha Sevenadurel an Ekomirdi. Kement-se en ur labourat start a-gevret gant an holl re a zo kiriek war an ekomirdi. E 2013 e vo kroget gant ur studiadenn afer da c’houzout pegement e kousto al labourioù evit kaout modoù nevez da ziskouez an dastumadegoù war un dro ha war ar sevel-tiez war an dro all.

logodracmcc

Ministrerezh ar Sevenadur hag an Embann a sell pizh ouzh pezh a denn eus Skiant ha Teknik e pep « Mirdi Bro-C’hall ». Ret e vez d’an holl re-mañ sevel ur Raktres Skiantel ha Sevenadurel, kaout roll an dastumadegoù, diskouez ar re-mañ kement ha kenlodenniñ o skiant-prenet gant an holl. A-du emañ ar Ministrerezh gant ma vefe a-vicher implijidi ar mirdioù ha gant ma savfent ur rouedad kenetrezo.

logopark_rvb_lightbox1

War varlenn Park an Arvorig eo bet maget an Ekomirdi. Krouet eo bet ar Park e 1969 evit mirout ha brudañ glad an natur, hini ar sevenadur hag hini maezioù gwan an Are. Kement-se en ur ijinañ ur politikerezh nevesaet, e-keñver frammoù, diorradur ekonomikel, sokial ha sevenadurel hag o tec’hel kont eus an endro. Displeget e vez ar Raktres-se e-barzh Charta ar Park evit ar bloavezhioù 2009-2021.

Lakaet eo bet an Ekomirdi da vezañ unan eus  « Mirdioù Bro-C’hall ». Dre se eo anavezet gant ar Stad talvoudegezh an Ekomirdi hag hini e zastumadegoù e-keñver kened, istor ha glad. Ar mirdioù-se a vez kontrolet gant ar Stad war tachenn ar Skiant hag an Teknik. Ar mirdioù a rank mirout, kempenn, studiañ ha pinvidikaat o dastumadegoù ha diskouez anezho d’ar brasañ niver. Bez e rankont ivez sevel ha kinnig kentelioù evit ma c’hellfe an holl kavout ar Sevenadur, kemer perzh en araokadennoù ar C’houiziegezh hag an Enklask.

 

 

 

Les commentaires sont fermés.