Raktres an Ekomirdi

Ekomirdi Menez Are zo bet ur savadur eus ar penn-kentañ tout, bet savet da heul un aozadur ken nevez all, Park an Arvorig (PNRA).Hemañ eo an eil a oa bet savet er Frañs, e 1969. Ekomirdi Menez Are a ro stumm da meno Georges-Henri Rivière.

Hemañ all a wel an ekomirdi evel ur mirdi a zo disheñvel dac’h ar re all gant perzhioù dezhañ e-unan, dac’h an dro : ur milouer, ur mirdi a ziwar-bouez an dud, an natur, an amzer, un arnodva, ur skol hag all… An ekomirdi zo « un ensavadur e-lec’h ma klever mouezhioù disheñvel, ur c’hroashent etre an amzer hag ar spas ».

Gant-se an ekomirdi zo ur plas digor war ar bed, e-lec’h ma vez tro da stagañ liammoù hag eskemmoù, da gontañ kaoz gant ar re all, da sevel goulennoù a-fet keodedelezh ha d’en em soñjal war ar vro, an dud a zo chom en enni, war ar pezh a vez graet en enni gant an holl, vakañserien ha tud nevez deuet da chom amañ, koulz ha gant ar gevredigezh en he fezh.

An ekomirdi zo ul lec’h da dridal kar e c’hell ar weladennerien ober o mad eus o femp skiant : bale en ur vatis, santout c’hwezh ar bara ha tañva anezhañ, touchañ ar maen, ar c’hoad, selaou an dour o redek ‘kostez ar milinoù, bezañ tost ouzh al loened…
Goude ur c’hrogad diaes ez eus bet skrivet ur raktres nevez war dachenn ar sevenadur a-benn kas war-raok ar pep pouezusañ evit Ekomirdi Menez Are. Ret eo dezhañ gwriziennañ en-dro mat er vro ha mont eeun d’ar pezh eo. Dre se e vo gouest an Ekomirdi da glask petra eo eñ e-unan kenkoulz hag en em soñjal war ar re all. Ret eo dezhañ ober e neizh hiriv a zo ur bazenn etre dec’h ha warc’hoazh.

Les commentaires sont fermés.