Kêr Gêrc’hoad hiriv

Artizaned a-vicher a vez a-hed ar bloaz ba Kêrc’hoad ablam’ da ziskouez deoc’h a bep seurt teknikoù mod gwechall : ober klouedoù, deskiñ labourat gant loened, kaout un tañva eus micher ar miliner, ar bouloñjer peotramant eus labour ar maen-do.

Takadoù da zielfennañ bed ar milinoù, ar vuhez mod gwechall en XIXvet kantved pe ar mengleurioù maen glas a deu da heul an abadennoù-mañ. Diskouez a reont penaos tud Menez Are o deus graet diouzh o bro dec’h, ha penaos e reont c’hoazh hiriv.

Gouzout peseurt abadennoù a vo e Kêrc’hoad

Les commentaires sont fermés.