Istor ur gêr a vilinerien

E 1971 eo e oa bet prenet kêr vihan Kêrc’hoad a oa diboblet da neuze. Honnezh a oa dizro e foñs un draoñienn. Div forn, a-leizh a greier evit al loened, ur jardin hag ur werje a ya d’ober an tamm kêr-mañ a zo bet savet en-dro da ziv vilin-dour. Dre se e oa gouest an dud eno da vevañ o-unan distag doc’h ar bed diavaez.

Ar familh Fagod

Jeanne-Yvonne et Jean-François Fagod, ar re ziwezhañ a zo bet o chom e Kêrc’hoad a zo bet falc’het gant an Ankou e 1961 hag e 1965. Ar re-mañ a oa ar rummad diwezhañ eus ur familh milinerien a-gozh, hag a gaver an orin anezhi er 17vet kantved. An hini kentañ eus ar familh a zo anavezet evit bezañ o chom e Kêrc’hoad eo Paul Keriel.

 

Penaos e oa bet savet kêr Gêrc’hoad ?

Lodenn diazez Kêrc’hoad zo ur rummad batisoù a ya d’ober anezhi : milin an nec’h hag an ti stok outi, milin an traoñ hag un nebeut kreier evit al loened. Deuet eo Kêrouad brasoc’h tamm-ha-tamm. E 1831 Yves-René Fagod en doa lakaet sevel ur forn hag un ti. En ennañ eo chomet betek bremañ ar meurbl evel ma oant gwechall.

 

Ur gêr gouest d’en em vastañ hec’h-unan

Kêrc’hoad a oa neuze ur vourc’h darempredet mat gant an hentoù, war an hent kozh etre Kommana ha Sizun, tost a-walc’h dac’h linenn an hent-houarn kozh, hini « an treñ patatez ».

E-kerzh an XIXvet kantved e oar kresket da sevel batisoù, ar pezh a ziskouez mat e yee war-raok ar vourc’h koulz hag ar familh Fagod. Ur vilin, ur forn, labourioù an douar pe al lin, legumaj ar jardin, tud Kêrc’hoad ne c’hellent dioueriñ anezho. Kement-mañ a roe an tu dezho da vevañ distag-mat eus lec’h all.

Hiriv, gant ar givijerezh kozh deuet eus Lambaol-Gwimilio ha bet savet en-dro e Kêrc’hoad ha gant ur vilin-avel adsavet omp gouest da ijinañ penaos e laboure hag e veve an dud war ar maez e Menez Are.

Les commentaires sont fermés.