Milinoù Kêrc’hoad

village K givre 111212 wTalvezout a ra ar boan dont da zizoloiñ ar gêriadenn-se savet etre ar 17vet hag an 20vet kantved, e foñs un draoñienn. Test eo ar gêriadenn a vilinerien-se, didud abaoe 1965, eus penaos e veve an dud war ar maez gwechall.

Al lec’h-eñvoriñ-se a zo ivez ul lec’h-pourmen a blij d’an dud. Emañ an div vilin-zour e kalon al lec’h. En o c’hichen ez eus daou di-annez, div forn-vara, marchosioù, kreier, ur werje, ul liorzh legumaj, tachennoù koadek ha reoù all o tiskouez skouerioù edoù disheñvel.

Ur givijerezh zo ivez, bet digaset eus Lambaol-Gwimilio, hag ivez adskeudenn ur vilin-avel eus bro ar C’hab, bet staliet nevez zo war zouar ar gêriadenn, hag a ro da gompren penaos e veze labouret gwechall er vro.

Istor ur gêr a vilinerien

Kêr Gêrc’hoad hiriv, ur plas da gaout anaoudegezh eus micherioù an artizaned hag eus doareoù al labour mod gwechall

Les commentaires sont fermés.