Ar maezioù savet

Ar familh Korneg hag ar re Fagod o deus lesket o roud er maezioù tost d’o zier. O labourioù zo bet graet da respont digentañ d’o ezhommoù pennañ. Kompren ar maezioù-se eo kompren gant petra e veze prederiet familhoù an 18vet hag an 19vet kantved ha dac’h petra o devoa ezhomm.

Ar c’hleuzioù

Ar c’hleuzioù a vez kavet stank en-dro da di ar C’horneg ha da Milinoù Kêrc’hoad. A bep tu d’an heñchoù don e servijont alies-mat da glozañ an douaroù. Ouzhpenn da se e reent an disparti etre ar parkeier, hag e talvezent da vous-saout, da waskediñ dac’h an avel hag en enno e veze voien da gavet koad da droc’hañ. En-dro da di ar C’horneg eo chomet ar c’hleuzioù kichemant heñvel dac’h ar pezh a oant en 18vet kantved.

An dour

Ba tu diabarzh ti ar C’horneg emañ an dour o redal dre zindan mein glas. er E Kêrouad eo eo a-hed ar biez, dre gwazhioù ar parkeier peotramant dindan ar forn an hini e vez gwelet an dour. An dour zo bet e-kreizig-kreiz prederi an dud a-benn sevel tier er plasoù-se. Implij an dour ‘n deus graet a-leizh da stummañ maezioù an Ekomirdi.

Ar gwerjeoù

Bep a werje a oa en tiegezhioù ha pa oa aet tud kreiz Penn-ar-Bed diwezhat war an ober chistr. Ar gwerjeoù a veze kentoc’h en takadoù fall d’al labour-douar hag e reent ouzhpenn gwasked pe disheol d’ar gêr.

Les commentaires sont fermés.