Ar maezioù a cheñch

Lec’hioù disheñvel an Ekomirdi zo ur roud eus amzer dremenet tud Kêrouad koulz hag eus hini re ti ar C’horneg. Ouzhpenn-se int gwarezet pezeogwir eo niverus al loened hag ar plant a gaver en-dro dezho. Gant-se Ekomirdi Menez Are en deus graet e soñj ober gant ur merañ disheñvel evit an takadoù diavaez. An dra-mañ a zegouezh da Ajeñda 21 kuzul Meur Penn ar Bed ha da Garta Park naturel an Arvorig. Teir lodenn disheñvel a ya d’ober an argerzh-mañ : hini an ekologiezh, hini ar maezioù hag an doareoù-bro hag hini an ekonomiezh.

Ar merañ disheñvel

An teknik-mañ zo bet ijinet a-ziwar doareoù labour-douar koshoc’h hag a ra d’an dud pas labourat an holl dakadoù kement-ha-kement nag ober tre ar memes labourioù en enno. Dre se e reer ul labour disheñvel dac’h an interest anezho, dac’h o zalvoudegezh pe dac’h an dud a vez o vont hag o tont en enno. An holl blant, pe vijent gouez pe ne vijent ket a vez gwarezet er mod-se hag e teuont da vezañ un doare da lakaat lec’hioù an Ekomirdi war-wel.

Gounit douaroù ha magañ loened

Ur perzh all d’an taol-esae-mañ eo ober gant loened mod ar vro da gempenn ar plasoù. Deñved ha givri eo a vez o troc’hañ ar geot e takadoù zo.

Manon

Abaoe 2002 e vez graet gant Manon da gempenn lod eus an takadoù dister. Honnezh zo ur gazeg pounner a servij da zihalañ, da droiñ an douar ha da gempenn ar jardin. An ekomirdi zo ur c’heveller d’ar gevredigezh Prommata. Stajoù a vez graet da gaout un tañva d’al labour dre gezeg.

 

Les commentaires sont fermés.