Doareoù bro an Ekomirdi

Ar re a deu d’an ekomirdi a blij dezho mont da bourmen a-dreuz un takad gleb, a-hed kleuzioù stank, a-hed ur biez peotramant mont gant un hent don. A-leizh a bourmenadennoù zo d’ober e Kêrc’hoad.

Doareoù bro an Ekomirdi a vez graet war o zro kement hag ar batisoù istorel a zo amañ. Ekomirdi Menez Are a labour da zoujañ ouzh an natur dre ober gant ur merañ disheñvel. Dre se e ra-eñ kement war e dachenn evel e skoazellerien pennañ, Park naturel an Arvorig ha Kuzul Meur Penn ar Bed.

Les commentaires sont fermés.