Ur raktres skiantel ha sevenadurel evit Ekomirdi ar menezioù Are

Ar raktres skiantel ha sevenadurel a zo un diell bet savet gant holl kevelerien ar stal. Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, o vezañ perc’henn an Ekomirdi, en deus lañset an traoù en ur genlabourat gant DRAC Breizh (e anv ar Stad er rannvro), Park an Arvorig, ar gevredigezh o verañ an Ekomirdi ha he skipailh micherel, istorourien, tud a vicher eus ar mirdioù hag an douristelezh, ajañs diorren an douristelezh e Penn-ar-Bed, tud o chom er vro, kannaded eus kumunioù ha kumuniezh-kumunioù Menez Are.

Doare skiantel ha sevenadurel Ekomirdi Menez Are a zo diskouezet splann gant ar raktres. Kinniget eo gant an Ekomirdi e vefe kreñvaet an diviz gant an dud hag ar gevredigezh a-vremañ hag e vefe respontet da c’houlennoù ar weladennerien diwar-benn cheñchamantoù er mod da vevañ en devezh hiziv, da gentañ er Menezioù are. Bez e rank an Ekomirdi bezañ digor d’ar goulennoù sokial ha bezañ ul lec’h aes d’an holl. Ret eo d’an Ekomirdi dont da vezañ ul lec’h a vuhez evit frammañ kornog Kreiz Breizh kement war an dachenn sevenadurel, skiantel pe hini an douristelezh ha hini an ekonomiezh.

Emaomp oc’h ober gant ar raktres bet divizet evit ar bloavezh 2013. E bal eo gwellaat degemer hag aezamant ar weladennerien, hanterouriezh al lec’hioù hag an dastumadoù, ar c’hinnig sevenadurel evit an dud, ha da gentañ evit bugale ar skolioù. Gwellaet e vo ivez e identelezh dre welet (al logo).

Skrivañ ur raktres skiantel ha sevenadurel a zo un dra ret hervez al lezenn diwar-benn Mirdioù Bro Frañs. Dre al lezenn-se ivez, en deus Ekomirdi Menez Are tapet e anvadur.

Publié dans Hag a nevez gant an Ekomirdi | Commentaires fermés