Degemer

Savet eo bet Ekomirdi Menez Are e 1967 gant Park Naturel Rannvroel an Arvorig. Dre zerc’hel ha lakaat war-wel pinvidigezhioù ar c’hêriadennoù war ar maez hag an natur, ez eo e bal klask kompren al liamm a zo, er bed kozh hag er bed a-vremañ, etre tud Menez Are hag o bro.

« Menez Are » eo anvet ar chadennad menezioù izel eus menez Arvorig a-dreuz departamant Penn ar Bed eus ar reter d’ar c’hornôg. Gant an amzer diaes, ar paour ma oa an douaroù pe c’hoazh gant an digenvez ma oa ar vro eo chomet war-lerc’h e-pad kantvedoù an darn vrasañ eus kumunioù an dachenn-se e-keñver diorren ekonomikel.

Hiziv an deiz e c’hell glad naturel ha sevenadurel Menez Are bezañ miret ha talvoudekaet, a-drugarez da Park Naturel Rannvroel an Arvorig m’eo ezel an ekomirdi anezhañ.
Gant beg kriboù Menez Are e veze un harz naturel etre eskopti Leon hag hini Treger. A bep tu d’ar Menez emañ an daou lec’h a ya d’ober an ekomirdi, ur 15 km bennak an eil eus egile.

IMG_7295E kreiz bourk Sant Riwall emañ Ti ar C’horneg, e hanternoz eskopti kozh Kerne. Savet eo bet e 1702 da reiñ bod d’an dud ha d’al loened dindan memes toenn. Gant arrebeuri eus an 18vet kantved dastumet tro-dro da Sant Riwall e vez gwelet penaos e oa diabarzh an ti peizanted pinvidik-se.

moulin du haut

Un dek kilometr bennak en hanternoz emañ kêriadenn Kêrc’hoad, bet dilaosket da vat er bloavezhioù 1960. Enni e kaver savadurioù a-zoare bet savet etre ar 17vet hag an 19vet kantved. Tro-dro da ziv vilin-dour eo bet savet an daou di-annez hag an toullad kreier evit al loened.

Les commentaires sont fermés.